Amañ e vint kavet keloù diwar-benn hom rakres Inês, med evit lakaat arc’hant e-barzh, n’eus nemet ul lerc’h, war indiegogo e saozneg.
Astrakan Project Inês – ar plac’h deuet rouanez goude he marv.
Astrakan Project zo bet krouet e 2010 en Istanbul gant Simone Alves (kan & graferezh) ha Yann Gourvil (loops & gitar a bep seurt), hag an daouad n’eus graet konsertoù e peb korn Europa, ha lakaet 2 bladenn er-maez (e 2012 ha 2014) muiañ 2 niverell. E miz Even 2016 int bet ar strollad kentañ eus a Vreizh war bajenn gentañ magazin sonerezh saoz fRoots.
E Portugal er XIV kantvet. Ar priñs yaouank Pedro a gare ur plac’h yaouank eus Galizia anavezet Inês de Castro. Abalamour d’ar bolitikerez eo bet lazhet Inês, met e galon Pedro eo chomet kement a garantez hag eo deuit a-benn da lakaat anezhi rouanez Portugal un neubeud bloavezhioù goude.
Inês a vo ur bladenn, skrivet 100% e Brezhoneg gant Sten Charbonneau, ha gant tonioù aozet 100% med gant ur blaz hengounel da vat. Ul lodenn ouzh an istor oa bet kavet dija war bladenn B (2014), med c’hoant en doa ar tout skipailh kenderc’hel asambles war ur raktres ken don. Evit Simone, gant he familh a orin ouzh Bro Portugal, eo un avañtur entanus.
Med Inês n’eo ket ur bladenn nemetken, ul levr a vo ivez, gant livioù splann, gant tout ar pozioù e brezhoneg, troet e galleg/saozneg evit sikour tud o teskiñ brezhoneg/tud ne oar ket ar yezh ivez. Traoù ouzhpenn diwar-benn an istor a vo kavet ivez.
Abaoe bloavezhioù m’eump soñjet e talveze ar boan istor Pedro hag Inês da vezañ kontet e brezhoneg, evel ar werz ne oa ket bet skrivet c’hoazh.
Petra zo bet great dija?
- Tonioù zo bet savet
- Lod eus ar sonerezh zo enrollet
- Kazimant tout ar pozioù zo bet skrivet dija gant Sten Charbonneau
- Lod eus an tresadennoù zo prest dija, lod zo tost echu.
Petra a vank bremañ?
A-benn bremaik e vo poen produiñ al levr hag ar bladenn, hag ho sikour a vo red !
- Evit produiñ 300 levr+pladenn e kousto deomp 3000€ – hag a vo trawalc’h evit paeañ ivez evit an talioù, evit ar frejoù Indiegogo+Paypal, hag ivez evit produiñ un nebeut kartennoù da drugarekaat an dud hag a sikouro.
- Pa vo roet muioc’h e vo implijet evit produiñ muioc’h a levrioù+pladennoù, evit frejoù bruderezh, evit frejoù m’eump bet dija evit ar studio, hag all!
- Evit an dud prest da lakaet arc’hant ba’ r raktres e vo ar blijadur da resev al levr ha selaou ouzh ar sonerezh, med ivez kartennoù gant taolennoù pladennoù Astrakan, ha taolennoù graet evit al levr evel-just.
- Ma ne vo ket kavet 3000€, ne vo ket kendalc’het gant ar raktres – ar pezh a zo trist! – hag ho arc’hant a vo roet deoc’h en-dro hep goulenn.
Al levr
Hor soñj zo ul levr gant 64 – 96 bajenn, 16*24 cm. Ar bladenn ne vo ket gwerzhet e-unan, met lakaet e vo e-barzh al levr, dindan ur godellig kartoñs. Cheñchamantoù vo posupl, med dre vraz e vo klasket chom tost ouzh ar soñj se.
Peur e vo lakaet er maez?
D’an 21 a viz Even e vo echu gant ar kabalerez Indiegogo, an arc’hant a vo roet deomp 2 sizhun goude. E-pad an amzer-se e vimp-ni oc’h echuiñ kempenn an enrolladennoù hag echuiñ un nebeut a draoù teknikel (mastering/mixage), echuiñ da lakaat ar pozioù hag ar skeudennoù asambles prest da voulañ en ul levr brav, ober tro-dro aotreoù (sacem, sdrm), hag a-benn ar fin kas peb tra da voullañ.
Hor pal eo resev peb tra e fin miz Gouere, ha kas deoc’h al levr+pladenn e penn-kentañ miz Eost.
Penaos c’hoazh reiñ sikour deomp?
Simpl! Lakaat tud all da c’houzout diwar-benn ar raktres, ha displegañ dezho perak e plij deoc’h ar raktres ?
Profoù evit ho sikour… – diwallit, peb tra vo war-lec’h grat e saozneg war al lec’h Indiegogo!
1 € – ur ganaouenn niverel ouzh ar bladenn nevez
Simpl, efedus, peogwir e kont peb gwenneg ! Ul liamm a vo kaset deoc’h pa vo lakaet ar bladenn er-maez, ivez gant ar pozioù alaouret gant tresadennoù (PdF) N’eo ket brav se?
5 € – ar bladenn niverel
Tout ar bladenn niverel, gant tout ar poizoù alaouret gant tresadennoù e PdF. Ul liamm a vo kaset deoc’h pa vo lakaet er-maez. Brav ma peus ket plas ken evit pladennoù pe levrioù!
10 € – ur gartenn kaset dit e-pad un droiad+ pladenn niverel
Memestra eget displeget a-raok, hag ouzh-penn se, a-raok 6 miz e vo kaset dit ur gartenn ouzh ul lec’h bennak pa vimp tro-dro Europa evit ur c’hoñsert.
15 € – 4 kartennoù gant taolennoù Simone
Kartennoù A6 gant taolennoù implijet evit pladennoù Astrakan betek a-vremañ – ha gant hini Inês ivez evel-just!

+ pladenn niverel
30 € – al levr hag ar bladenn
Ur gwir prof evit ar re gentañ hag a sikouro, red e zibab diouzhtu tudoù!

+ ur gartenn A6 gant taolenn ar bladenn.
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
35 € – al levr hag ar bladenn + 4 kartennoù A6 gant taolennoù Simone (gant taolennoù implijet evit pladennoù Astrakan betek a-vremañ – ha gant hini Inês ivez evel-just!)
Trugarez tudoù evit ur gwir sikour e-mod se, a bep-seurt sonioù marvailhus ha livioù kaer e vo roet deoc’h.
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
50 € – al levr hag ar bladenn + ur gartenn A5 war kartoñs chik 300g/m² evit taollen Inês
Traoù da selaou, traoù da lenn, hag ur gartenn vrav a c’hal bezan lakaet war ur voger, peb tra kaset deoc’h gant levenez! (25 posupl )

+ 4 kartennoù A6
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
90 € – Un tamm skeudenn implijet evit ober al levr + al levr hag ar bladenn
Amzer zo evidoc’h da lakaet ho soñj, ur bajenn gant peb tra da choaz zo amañ, ne vin ket taolennoù da vat, met traoù livet evit ar bladenn a bep seurt: marc’hadourien, speredoù ar stêr, kastelloù… Na re vraz, na re vihan kennebeut (etre A5 hag A4), war paper “dourlivadur” kreñv – deoc’h-c’hwi da gaout ur framm evit lakaet ouzh ar voger.
Pa vez choazet digonech’, lakit titr an dressaden war ar gerig.
+ 1 gartenn A5 ouzh taolenn Inês war kartoñs kaer 300g/m²
+ 4 kartennoù A6
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
180 € – Unan ouzh an 9 taolenn graet evit an 9 kanaouenn war ar bladenn
Amzer zo evidoc’h da lakaet ho soñj, ur bajenn gant peb tra da choaz a vo aozet a-benn nebeut devezhioù, un daolenn da vat, tro-dro 40*50 cm, war lien, med 100% stumm Simone, prest da lakeat er voger.
Ha n’eo ket echu !
+ da anv e-touez trugarekaat al levr
+ al levr hag ar bladenn sinet
+ destenn ar ganaouenn skrivet brav digant dorn skrivagner Sten Charbonneau hag alaouret evidoc’h gant Simone. (n’eo vo ket skouer evit-se, graet e vo ispisialamant evidoc’h)
+ 1 gartenn A5 ouzh taolenn Inês war kartoñs kaer 300g/m²
+ ur gartenn kaset dit e-pad un droiad
+ 4 kartennoù A6
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
350€ – Un daollen da choaz etre Innana, Thethis hag Athor.
Skeudennoù vo vo kavet war ar bajen se evit deoc’h da choaz! An 3 daolenn se zo bet graet evit pladennoù Astrakan Project deuit er-meaz dija.
Ha n’eo ket echu kennebeut!
+ da anv e-touez trugarekaat al levr
+ al levr hag ar bladenn sinet
+ testenn ar ganaouenn skrivet brav digant dorn skrivagner Sten Charbonneau hag alaouret evidoc’h gant Simone. (ne vo ket skouer evit se, graet e vo ispisialamant evidoc’h)
+ 1 gartenn A5 ouzh taolenn Inês war kartoñs kaer 300g/m²
+ ur gartenn kaset dit e-pad un droiad
+ 4 kartenn A6
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
500 € – Taolenn vras Inês
Braz ha brav ha marvailhus e vo, med n’eo ket graet c’hoazh! Evit kavout ur soñj n’eus nemet da soñjal ouzh an daolenn graet evit pladenn B – med bravoc’h c’hoazh! Braz a-walc’h e vo, tro-dro 61*76cm, gant Inês azezet war he zron. Kroget eo dija, med plij a ra da Simone livañ pa vo echu tout ar sonerezh, evit kaout energiezh ar sonerezh da vat e-barzh an daolenn.
Ur skouer ouzh ar stumm zo hini album B.
Ha n’eo ket echu kennebeut!
+ da anv e-touez trugarekaat al levr
+ al levr hag ar bladenn sinet
+ destenn ar ganaouenn skrivet brav digant dorn skrivagner Sten Charbonneau hag alaouret evidoc’h gant Simone. (ne vo ket skouer evit se, graet e vo ispisialamant evidoc’h)
+ 1 gartenn A5 ouzh taolenn Inês war kartoñs kaer 300g/m²
+ 4 kartenn A6
+ ar bladenn niverel ivez (ul liamm a vo kaset deoc’h)
+ ur bloaz kartennoù e-pad hon troiadoù ! Lakomp, unan bep 2 viz?
Ken diouztu war hom bajenn indiegogo!
Ma n’eo ket sklaer, goulenn diganeomp, deoc’h-c’hwi bremañ!